Caridad Mercader

Caridad Mercader hag he breudeur, war-dro 1895. Poltred tennet eus al levr Ramón Mercader, mi hermano, gant Luis Mercader ha Germán Sánchez, 1990, p. 35

Eustacia María Caridad del Río Hernández, ganet e Santiago de Cuba, 29 a viz Meurzh 1892 ha marvet e Pariz e 1975, anavezetoc'h evel Caridad del Río, Caridad Mercader pe Caritat Mercader — diwar anv he fried—, a oa ur gomunourez katalan a genlaboure gant an NKVD sovietek. Brudet eo evel mamm Ramón Mercader, a zrouklazhas Lev Trotsky, nemet perzh a gemeras ivez er gwallober. He zud o doa dastumet madoù e Kuba, hag aet e oant da chom da Varcelona ma tarempredent ar binvideien e deroù an XXvet kantved. Yaouankik e oa pa zimezas da Bablo Mercader, mab d'ur penn-embregerezh, ha pemp bugel o devoe. Fall e troas an darempredoù etre an daou bried, treiñ kein a reas Caridad ouzh ar vourc'hizien, mont a reas da chom da Vro-C'hall gant he bugale, ha daremprediñ an anarkourien da gentañ, ar sokialourien goude, hag ar gomunourien goude c'hoazh. Kemer a reas an armoù a-enep emsavadeg ar soudarded en Barcelona, en em gannañ a reas e talbenn Aragon, ma voe gloazet, ha neuze e rankas distreiñ da Varcelona.
Brud a dapas er PSUC, ma oa ar «Pasionaria catalana». Perzh a gemeras en un droiad propaganda en Mec'hiko ha goude e labouras evit an NKVD en Spagn. He mab Ramón, ezel ivez eus ar PSUC hag ofiser en arme republikan, a voe sachet war-du ar spierezh sovietek e-pad ar brezel — bountet moarvat gant e vamm— ha gourdonet gant e vistri da lazhañ Lev Trotsky, a veve en harlu en Mec'hiko. Caridad, aet da chom da Bariz en 1937, a gemeras perzh en aozadur al lazhadenn, met pa voe tapet he mab Ramon ha bac'het goude dezhañ lazhañ Trotsky, e tizhas-hi tec'hel eus Mec'hiko da vont d'an Unaniezh Sovietek ma voe degemeret gant ar brasañ enorioù. Perzh a gemeras neuze en tabutoù etre ar gomunourien spagnol harluet.
En 1944 e voe aotreet da vont e-maez he bro nevez da glask dieubiñ he mab, met mont a reas enep an divizoù ha beajiñ a reas da Vec'hiko ma klaskas sikour he mab da dec'hel eus ar vac'h. A-benn ar fin ne reas skoazell Caridad Mercader nemet gwashaat buhez Ramon en toull, ma ehanas ar renerien sovietek gant o arnod. Caridad neuze ac'h eas da chom da Bariz, gant ul leve sovietek. A vareadoù ez ae d'an URSS da welout he mibien Luis ha Ramon, pa voe divac'het en Mec'hiko. Mervel a eure Caridad Mercader e Pariz en 1975.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy